Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 01.02.2016

2 minutes

Moneizoù lec'hel : meur a raktres er vro.

Avec : Maryvonne Colin, Divi Kerneis

Episode animé par : Yaëlle Le Mouël

Gouiet pelloc'h diàr-benn ar moneizoù lec'hel.
Setu tem un atalier oa dalc'het disadorn en arbenn ag an FSL, Forum Sokial Lec'hel savet e Sine e-tal Gwened. Berzh a ra ar moneizoù lec'hel meur a re a zo da vout krouet c'hoazh. Anavout a raer an "Heol" e kostez Brest, ar "Buzuk" e Montroulez, ar "Galleco" e Ill ha Gwilun pe ar "Galais" e bro Ploervael, bet roet lañs dezhoñ e miz Gwengolo paset. Da betra e servij ur moneiz lec'hel, da breniñ petra ha get piv, ha penaos desachiñ ar pratikoù get an doere-nevez d'ober eskemmoù? setu un nebeut goulennoù oa bet savet disadorn. Selaouamp Maryvonne Colin ha Divi Kerneis. Emaint o daou é kemer perzh er strollad evit sevel ur moneiz tro dro da gêr Gwened. Douzh mikro Yaelle ar Mouel.