Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Sinema - Episode diffusé le 31.03.2017

5 minutes

sage-femme

Episode animé par : Andrea Le Gal

SIN-170331-SAGE FEMME.docx
SAGE FEMME
Ur film sevenet gant : Martin Provost (2017).
Gant : Catherine Frot, Catherine Deneuve, Olivier Gourmet (1e57).

Evid ur wezh e lakain amañ ar pezh am eus kavet en ur gazetenn-sinema a-gostez Pariz diwar-benn ar film-mañ. Marse a-gaoz ma ne ouian ket re petra lâred war e zivoud, hag abalamour ma ne chom ket amzer din da voned da weled ur film arall kent kas ma faperenn da YA !
"Daoust m'ema an dra-se estonuz, ne oa ket bet lakaet an diw Gaterinenn da c'hoari asamblez er memez film c'hoazh. Nag ur blijadur d'o gweled tolpet dirag kamera ha selloù hegarad Martin Provost (sevener ar filmoù Séraphine ha Violette), un den ken barreg evid filmañ ar maouezed. Amañ ema Catherine Frot un amïegez hag an eil (Catherine Deneuve) ur vaouez fur [un c'hoari-ger galleg dibosubl da droiñ e brezhoneg etre sage-femme gant ur varennig-stagañ ha femme sage]. E gwirionez n'eo ket Catherine Deneuve ur vaouez fur amañ, ne oa ket bet ataw, rag kavoud a rae gwell dezhi en em droiñ d'ar plijadurioù heb selled re douzh an dud arall. Mez gant rod an amzer e oa daet ar c'hoarïerez poker-mañ hiraezhuz un tamm ha setu-hi é tegouezh a-daol-trumm e buhez an amïegez.
Bourboutoù an natur, douster an dorn é fichal ambazh, pasianted ar greun, kentañ hirisadenn ur poupon : e gentañ kri, e gentañ dàer, e gentañ minc'hoarzh. Gant an oll draoù-se ne skuizh ket Claire, amïegez a vicher. Daoust d'an hirvoudoù, d'an c'hwéz ha d'ar gwad e chom peb ganedigezh ken mezvigelluz ha ken priziuz evel an heni gentañ rac'h.
Ha dinerzh-kàer eo e tistro hon amïegez d'ar gêr, goude hec'h euriadoù-labour, evid kousked un tamm tra ma vez Pariz é tihuniñ pelloc'h. Ur vuhez heb gwaz ebed, ur vuhez dister e-tal ur vicher hag a gont kement eviti. Ober war-dro he jardin, plantiñ salad, ha selled he c'hrennard a baotr é vrasaad.
Ur bellgomzadenn eo a za da dorriñ buhez sioul Claire, ur vouezh daet ag an amzer ma oa-hi krennardez c'hoazh, ur vouezh he laka da zistroiñ degadoù war-dreñv. Hag ar vouezh-se, heni Béatrice, bet mestrez he zad, zo ur pavad hag a son evel ur pardon dibosubl da roiñ. Troc'han berr a ra Claire ar gomz diouzhtu. Mez derc'hel a ra Béatrice da glask chomel e darempred ganti. Claire, par d'ur verionenn, zo siriuz, pervezh, responteg ; Béatrice, tre evel ur skrilh-wez (ur "sigalenn" mar karit), zo marvailhuz, c'hoarïuz, hunvreüz. An heni gentañ a ankoua he buhez-hi evid roiñ buhez d'ar re arall, an eil ne oui ket bevañ nemed evid he flijadur dezhi he-hunan.
Béatrice, tre evel ur gorwentenn, a zegouezh en un taol e buhez an amïegez, ur vuhez sterniet mat, distag un tamm a-zoc'h ar bed tro-dro. Ha lakaad a ra ar goulïoù kozh da zihuniñ, roiñ a ra buhez da dazmantoù an amzer dremenet. Mez ouzhpenn-se e laka ive ar vuhez da sevel en-dro e spered an amïegez hanter-c'hant vloaz, hag a oa kustum da roiñ kentoc'h eged resev.
Ur film braw-tre, hag a gomz a c'hanedigezh, ag adginivelezh, a vevañ hervez e c'hoant don, hag a dreuzkas. Ur film evel ur c'han dispar d'ar maouezi, maouezi liessort, c'hoant dezhe boud libr, en ur bed renet gant ar wazed, ur bed hag a santomp brallañ gant an traoù nevez é sevel tro-dro. Portredoù gwazed fur a za da zousaad un tammig ar melodrama en oberenn splann-mañ, a chom an dud fromet ganti, mez leun a beuc'h ive."
Setu ar pezh am boa lennet kent moned da weled ar film. Gwir eo ema braw gweled an diw aktorez é c'hoari asamblez, aktorezed dishañval-tre hag ampart o diw, hag ouzhpenn ur wezh e c'hoarzh an den gant propozoù unan pe heben. Diouzh an tu arall em eus kavet hir ma amzer é selled douzh un istoer n'em eus ket kavet kalz a interest ennañ.
Jean-Claude Le Ruyet.20170331b.205F.