Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Sinema - Episode diffusé le 05.05.2017

5 minutes

Cessez le feu

Episode animé par : Andrea Le Gal

SIN-170505-CESSEZ-LE-FEU.docx

CESSEZ-LE-FEU
Ur film sevenet gant : Emmanuel Courcol (2016).
Gant : Romain Duris, Céline Sallette (1e43).

Setu amañ kentañ film hir Emmanuel Courcol, nen doa savet e-raog nemed unan berr. Hag un taol kàer en deus graet aze. Diouzh an tu arall e welomp Romain Duris é kemer ur lec'h ag an dibab war leurenn ar sinema gall. Gwelloc'h-gwell e ta da voud, ha stank ar filmoù lec'h ma vez gwelet (an heni diwezhañ, Confession, zo ur film braw ive).
Lakaad a ra Emmanuel Courcol un dra war-wel, un dra nad eo ket bet taolennet gwall liez er sinema : diaezamantoù ar soudarded o doa tremenet miziadoù er fozelloù-difenn e-pad ar brezel 14. N'eo ket ur fenomen staget douzh ar brezel-se hebkén. Ar re a oa bet dalc'het e kampoù ar marw gant an Nazïed, ar re a oa bet kaset d'an Aljeri, an Amerikaned o doa bevet brezel ar Viednam, heb kontiñ Irakiz hag Iranianed goude ar brezel etre o diw vro en doa padet eizh vloaz er bloazioù 1980. Hiziw-an-deiz, goude ur gwallzarvoud braz, goude ur gwalldaol bennag, goude ur soukad olleg, e vez savet diouzhtu-kàer bodadoù bredskoazelliñ (groupes d'aide psychologique) evid roiñ un tamm harp d'ar reuzidi (viktimed), evid o lakaad da gomz da gentañ, rag gant ar gomz e vez estaolet ar fromoù a beb sort a c'hell breinañ ar vuhez mar chomont da droiñ ha da dreñkañ e askre an den.
Setu enta ur familh a Naoned, tri breur enni bet kaset d'ar brezel evel miliadoù a yaouankizoù arall. Jean zo bet lazhet war an talbenn. An daou arall zo daet d'ar gêr, mez n'eo ket divlam na dic'houli. Marsel n'hell ket komz a-c'houde, ha Jorj en doa kavet gwell achap beteg an Afrik evid ankouaad ar pezh en doa bevet dindan an obuzoù. Lec'h ma oa bet tri a vugale, ne chome gant ar vamm nemed ur paotr mud, mastorneg, daet da voud lard etre e gampr lec'h ma chome digomz an deiz-pad, ar gegin evid debriñ e soubenn hag an dro a rae bemnoz er ruioù. He zri mab neuze ne raent oll nemed rannañ he c'halon.
Klask a rae ar vamm-se harpañ Marsel par ma c'helle, mez kàer he doa ober ne zae ket da benn ag her lakaad da brezeg. Red dezhi ansav ne gavehe ket Marsel ar gomz kén, ha goulennet sikour gant ur gelennerez karget a zeskiñ yezh ar sinoù d'he mab. Tra ma oa an traoù evel-se e Naoned e oa Jorj é kuitaad an Afrik evid distroiñ d'ar gêr. Gweled a raomp eno, en Afrik, ur fozell arall : an heni zo etre buhez an Europ ha heni ar Volta-Uhel en amzer-se.
Skeudennoù kreñv zo er film-mañ, ar pezh a ziskouez ampartiz Emmanuel Courcol, bet senarist e-raog boud sevener. Ne bad ket pell ar skenenn brezel, ne ziskouez ket brasted an talbenn, mez "kompren" a raomp petra a c'helle boud bet an deizioù hag an nozioù-se e foñs ar fozelloù karget a fank, a dammoù houarn, a gorfoù marw ha m'oar-me. Gelliñ a raomp "kompren", mez etre ar c'hompren hag ar vuhez wirion eh eus un izlonk a vez santet gant ar soudarded : penaoz dezhe lâred ar pezh o deus bevet ? Penaoz lâred an efed a rae trouz an obuzoù é tarzhañ diehan war ar speredoù, an dober a gousked, loustoni ar c'horfoù, ar laoù, an aon, ar spont hag ar spouron a groge e peb unan da beb termen ? Penaoz ? N'eus ket tu ebed. Hag aez da lod ober goab ag ar "bPoilûed" pa n'hellent ket gouied ar pezh a oa bet ar brezel evite e gwirionez.
Dreist-oll pa ne chome, bloaziadoù goude, nemed plakennoù soudarded zo kavet e beredoù ar Somme pe pelloc'h. Heni Yann-Bêr Kalloc'h, bet lazhet e 1917, a oa bet kavet e bered Cerisy, e 1923 hebkén...
Jean-Claude Le Ruyet.20170505b.210F.