Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Sinema - Episode diffusé le 02.06.2017

5 minutes

Les fantômes d'Ismael

Episode animé par : Andrea Le Gal

SIN-170602-LES FANTÔMES D'ISMAEL.docx

LES FANTÔMES D'ISMAEL
Ur film sevenet gant : Arnaud Desplechin (2017).
Gant : Mathieu Amalric, Marion Cotillard, Charlotte Gainsbourg (1e50).

Evid ur wezh e rin deoc'h end-eeun senario ar film a zo bet skignet ar bloaz-mañ evid digoriñ festival Cannes. Ema Izmael Vuillard edan seveniñ ur film diwar-benn Ivan, un dudenn digustum, hañval-pakret douzh e vreur a-fed emzalc'h. En un taol e tegouezh Carlotta, e vaouez gentañ, a oa dispariset ugent vloaz so, a grede dezhañ e oa marw. E gompagnunez nevez, Sylvia, a achap buan a-walc'h hag Izmael a guita trumm e film, gant an trubuilhet ha distabillaet m'ema, evid moned da di e dud e Roubaix, lec'h ma kav e dazmantoù en-dro.
N'eo ket Arnaud Desplechin un den nevez e Cannes. Ouzhpenn ur wezh dija e oa bet kouviet eno (gant Esther Kahn e 2000, Un conte de Noël e 2008 ha filmoù arall) mez heb tapoud priz ebed. Ar film kentañ a oa bet priziet oa Trois souvenirs de ma jeunesse e 2015 (e-barzh La Quinzaine des réalisateurs).
Kustum eo Arnaud Desplechin da lakaad Mathieu Amalric en e filmoù, ar pezh en deus graet amañ c'hoazh. Mez ar pezh a zo digustum zo gweled Charlotte Gainsbourg ha Marion Cotillard er memez film : setu teir vleunienn e-mesk ar re vrudetañ ag ar sinema gall hiziw er memez paner.
Evidin, mez n'em eus ket gwelet peb tra c'hoazh, gouied a ra Mathieu Amalric c'hoari tudennoù drollig un tamm, ha pa lâran drollig e faota din lâred tud nad int ket hañval douzh ar re arall, tud faoutet o speredoù un tammig mez speredeg memestra, tud hag e ra poan dezhe bevañ, tud roeget o buhezioù santimantel ha fromel. Setu penaoz henn gwelan-me d'an nebeutañ, hag er film-mañ ne bella ket ag ar mod da c'hoari-se. Lâred a ra Mathieu Amalric ema bet lañset evel aktor gant Arnaud Desplechin, ha gwir eo e vez gwelet e meur a film bet sevenet gant hennezh, evel amañ. N'eus ket 'med e film Julian Schnabel Le scaphandre et le papillon, brudet dre ar bed goude Cannes e 2007, en doa bet Mathieu Amalric ur roll dishañval a-grenn, pa ziskoueze buhez Jean-Dominique Bauby. Hennañ, pennskriver ar gazetenn Elle, a oa chomet paralizet war e wele goude un AVC, ha ne c'helle "komz" douzh an dud nemed dre e lagad kleiz a c'helle digoriñ ha serriñ. Evel-se en doa gellet "skriv" ar levr en doa roet e ditl d'ar film.
Evid pezh a sell douzh an diw aktorez, Charlotte Gainsbourg ha Marion Cotillard, e vez un dudi o gweled e barr o brud hag o braventez marse war ar memez skramm. Diw vaouez yaouank, gwir blac'hed, gant o anien venel e vleuñviñ, zokén pa sav kounnar enne.
N'eo ket bemdez-Doue kredabl e tegouezh en un taol, e buhez an den, ur vaouez dispariset ugent vloaz e-raog, un inosantez a grede dezhi e vehe posubl krogiñ en traoù en-dro, tre evel a-gent, evel pa vehe waet da glask un dousen sardin war blasenn an iliz evid merenn. Komprenabl eo ne oa ket aez d'an arall gouied e-menn e oa he lec'h e-tal ar c'houblad adkavet. Bourruz eo gweled penaoz e klask peb unan kavoud en-dro pe gouarn an dachenn a oa bet gounezet gantañ didrubuilh. Rag a-benn ar fin e oa lakaet peb unan diaez, tost douzh bevenn ar follentez. Ha peb unan en deus graet ar pezh a c'helle evid en em dennañ ag an enkadenn "gornelian"-se.
Izmael, pa grede dezhañ boud trankil en e vuhez sevener, setu ma oa daet tazmantoù d'henn hegasiñ, breur pell, re bell, maouez marw ha daet da véw en-dro... Hopala, setu re souden. Istoerioù tazmantoù a c'hell boud fiskal er sinema. Pa zegouezont er vuhez wirion ne blijont ket liez d'an den. An tazmantoù-se ne oant ket ma re, ha koutant eh on bet é selled doute.
Jean-Claude Le Ruyet.20170602b.214F.