Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Sinema - Episode diffusé le 01.09.2017

5 minutes

la planète des singes-suprématie

Episode animé par : Andrea Le Gal

ur pennad get Jean-claude ar RuyetSIN-170901-LA PLANÈTE DES SINGES.docx

LA PLANÈTE DES SINGES
(3/3- SUPRÉMATIE)
Ur film sevenet gant : Matt Reeves (2017).
Gant : Andy Serkis, Woody Harrelson, Steve Zahn (2e20).

Soñj 'm eus boud lennet, pa oan krennard, Le pont de la rivière Kwai, roman brudet Pierre Boulle, goude ma oa bet graet ur film diwarnañ, mez n'em eus ket lennet Planedenn ar marmouzed c'hoazh. Seizh gwezh eh eus bet tennet filmoù ag ar romant-se. A wersion Matt Reeves e komzomp amañ : goude Les origines (2011) ha L'affrontement (2014), setu bremañ an deirved lodenn : Suprématie.
Goude ma oa bet plamoustet biruzoù gant gouiañserion diskrupul, setu an denelezh distrujet pe dost gant unan ag ar biruzoù-se ha setu ma oa waet ar marmouzed da voud speredeg evel an denion, mar n'eo ket muioc'h. Gouest int da gomz sklaer etreze ha zokén da gomz yezh an denion a chome. Siwazh, an denion-se o doa gwelet aze un dañjer evid o zazont : rekiz e oa dezhe lazhañ ar marmouzed ar prontañ ar gwellañ, rag ne faote ket dezhe rannañ ar galloud gante. Rag soñjit 'ta : ne oant ket evid soñjal en dehe klasket Kaezar, roue ar marmouzed, bevañ e peuc'h gant an denion. Evid ar c'horonal, ur penn aheurt a zen, n'helle ket ar marmouzed chom heb klask lakaad an dud da voud o sklaved, tre evel ma rae ha ma ra an dud gant ar loened a-c'houde kantvedoù. N'helle ket ar c'horonal soñjal leuskel ar marmouzed da vevañ didrubuilh gant ar soñj-se é tebriñ e spered noz-deiz. Evel-just, dirag denion ken rust o c'hoantoù, e ranke da gKaezar ha d'ar marmouzed en em zifenn evid treuzvevañ.
Gant ar pinvidig m'ema an efedoù ispisial hiziw e vez estonet an dud é weled penaoz e c'hell ar sinema diambreziñ ar realder. Ur fablenn gant he voralenn eo. Doned a ray an douar da voud planedenn ar marmouzed abalamour da follentez an denion, d'o c'hrizder, d'o sotoni ive. Daw eo lâred ne vez ket prezantet an denion en o bravañ. Unan hebkén a ragpren he gouenn, Nova, ur verc'hig daet da voud mud gant ar viruz hag adoptet gant ar marmouzed.
Gant Kaezar e oa bet kaset ar marmouzed da glask un douar nevez, dizañjer evite, ur vro diamen a oa bet dizoloet gant daou anezhe. Siwazh, gellet en doa ar c'horonal o zapoud oll war an hent hag o serriñ en ur c'hamp-labour gouarnet pervezh. A-benn ar fin, goude emgannoù braz, e oa daet Kaezar da voud trec'h war an denion. Ha kaset en doa e boblad marmouzed da gaoud an douar nevez-se, ur lec'h ma c'hellehent bevañ e peuc'h etreze.
Ar skeudennoù diwezhañ a zegas soñj ag istoer Moizez, pa'n doa tennet hennañ e bobl ag an Ejipt ha kaset dre an dezerzh beteg Kanaan, an Douar Nevez. Er Bibl e oa bet beuzet armead ar Faraon gant dourioù ar Mor Ruz. Amañ e vo gwelet biz Doue en ur pikol diruilhad-erc'h waet gantañ an oll soudarded, re ar c'horonal hag ar re arall enebtañ. Ne oa ket bet aotreet Moizez gant Doue da voned beteg Kanaan. Amañ e tegouezh ar memez tra gant Kaezar, a oa bet gloazet er brezel hag a oa tonket da vervel war treuzoù ar bed grataet. Ne chome ket mui den ebed war an douar, pe nebeud-tre. En em zistrujet o doa, hag an natur he doa sikouret ive evid o diouennañ. Du-hont, e foñs ar flagenn, en em lede bremañ bro ar marmouzed, ur vro a surentez, ur baradoez nevez war an douar.
Goude boud gwelet Valerian, e ta soñj d'an den e vehe marse tostoc'h fablenn Pierre Boulle douzh ar pezh a c'hellehe degouezhoud eged an heni a oa bet taolennet gant film Luc Besson. Rag mab-den, gant e c'hoant didermen da vestroniañ peb tra, a zo war-nez distrujañ ar bed.
Jean-Claude Le Ruyet.20170901b.227F.