Emission Keleier ar Vro - Episode diffusé le 17.09.2019
10 minutesEpisode animé par : Tunvezh Gwlagen
Disemglev braz a zo war afer an difenn implij louzoù chimik e kichen an tier
gant Mark Kerrain, bet o tifenn Daniel Kueff dirag al lez-varn velestradurel, deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean
selaouit ar pennad-kaoz
Ha da vezañ kavet er c'heleier-mañ en izhpenn :
Hiriv vo votet gant an Israeliz evit dirampoiñ ar Ministr kentañ Benyamin Netanyahou deus e enebour Benny Gantz
Goude ar gwall-daolioù e Arabi Saoudia e kresko priz an eoul-tan a 4 pe 5 sañtim al litrad e Frañs
Douget zo bet klemm enep da Jean-Yves an Drian gant familhioù maouezed ha bugale djihadisted chomet e Kurdistan
Blouzoù Gwen ha Saeoù Du a voe e straedoù Paris dec'h evit derc'hel o reoloù leve emren
Labourerien an Tailhoù a voe o herzel gant al labour ivez, evit difenn o selvij publik
Belo : 43.7 milion a euroioù a vo roet gant ar gouarnamant da 152 raktres lec'hel da aesaat an diblasiñ war varc'h-houarn