Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Ar Big a Gan - Episode diffusé le 08.12.2020

35 minutes

Ar Big a Gan: n'eo ket pell ar vakansoù Nedeleg!

Avec : Morwenn Lenormand

Episode animé par : Une émission en breton par et pour les écoliers

Setu ni en-dro gant ar Big a Gan, un abadenn sevenet get ar skolidi divyezhek evit ar skolidi divyezhek.

Setu un hanter euriad plijadur get kenigoù a-bep seurt : sonennoù get skolidi Maoron, Baod pe An Oriant, ur lennadenn get bugale Baod a-ziàr un tem a blij d'an dud, (ne lâran ket deoc'h peh hani eo . dalc'hamp un nebeut suspens ur seurt !) Ni glevay ivez ur rubrikenn tro-dro d'ar Ragistoer ha Galia, get skolidi Ploermel. Skolidi CM Brec'h o deus reportajet e kornad an Alre, pezh a vo klevet tuchant. Ni dapay doéré ag ar Vendée Globe get skolidi CM Baod. Anav a rit ar redadeg bagoù tro dro ar bed !

Goude an droiad àr vor get ar re CM vo tro bugale klas ar re vras, Cp ha CE1. Gint lennay deomp un albom o deus studiet er c'hlas...

Setu arriu prantad An Nedeleg!