Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 20.01.2021

2 minutes

Evit ma vo digoret ar salioù arvestoù en dro !

Avec : Nolwenn Korbell, Gweltaz Buhez

Episode animé par : Tunvezh Gwlagen

Dec'h e oa un devezh stourm broadel gant labourerien bed ar sevenadur. Gant ar sindikad CGT-Arvestoù, ha kolektifoù arzourien all, e oa galvet pep hini, den a vicher pe arvester, d'en em vodiñ er c'hêrioù braz. E Breizh e oa emgavioù e Kemper, e Sant Brieg, e Roazhon, e Gwened hag en Naoned. Degaset zo bet da soñj ganto penaos eo dibosubl c'hoazh d'ar ganerien-ezed, sonerien-ezed, dañsourien-ezed, komedianed ha komedianezed, tud ar sirk, skriverien-ezed, teknikourien-ezed, pe c'hoazh kelennerien-ezed war an arzoù, labouriñ, dre m'eo difennet an arvestoù bev hag ar sinema e salioù. E Kemper e oa bodet arzourien, teknikourien hag arvesterien dirag an ti-kêr. En o zouezh, Nolwenn Korbell ha Gweltaz Buhez, fuloret.

Evit poent eo bet hiraet gwirioù an asurañs dilabour d'an intermitañted betek fin miz Eost. Met dibosubl eo dezho goût penaos vo an traoù goude-se. Daoust dezho bezañ bet emgavioù gant ministrez ar Sevenadur, Roselyne Bachelot, 'n eus bet dibab ebet hag a zo bet kemeret evit poent. Embannet zo bet gant an aozadurioù arzourien penaos e vo re all deus ar seurt devezhioù stourm-se.