Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 21.01.2021

Reportajoù Keleier ar Vro : Lakaet eo ar Brexit evit mat : 2021 01 21 goude ar brexit

Lakaet eo ar Brexit evit mat

Avec : Gwawr

Episode animé par : Tunvezh Gwlagen

Abaoe penn kentañ ar blez eo bet lakaet ar Brexit en pleustr evit mat. Daoust ma 'oe bet kuitaet an Unvaniezh Europad get Breizh Veur blez 'zo dija, e oa bet laosket ur bloavezh ouzhpenn d'ar vro amzer dezhi kavout un emglev get an Europ.
Chomet oa get ar memes gwirioù betek an 31 a viz Kerzu daou vil ugent 2020. Bremañ, e oar ar vreizh-veuriz petra eo bout bet kuitaet Europa evit gwir.
« Met dre m'eo bet sinet an emglev ur sizhunvezh a-raog deiziad ar Brexit, n'eo ket bet titouret mat ar boblañs », a lâr Gwawr... Emañ ar Gembreadez deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean.