Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 21.01.2021

2 minutes

Ur vanifestadeg a-enep raktres feurmoù uzin

Avec : Jean-Paul Runigo, Cyril Lelong

Episode animé par : Yuna Cojean

Ur vanifestadeg 'oa bet aozet Disadorn tremenet e Laoulane, a-enep raktres ur feurm-uzin.
An afer-mañ 'zo komanset pell 'zo. E daou vil naontek (2019) e oa savet ur strollad, anvet « Morbihan a-enep ar feurmoù uzin ». Krouet e oa get tud a enep raktres sevel feurmoù-yer e Lanwelan : daou glud hag a vefe daou vil daou c'hant (2 200) metrad-karrez o ment. Berniet 'rafe ar feurmoù-mañ betek Kant ugent mil (120 000) penn yer.
Er vanifestadeg disadorn oa strolladoù lec'hel, kevredigezhoù evel Dour ha stêrioù Breizh, pe Extinction Rebellion hag ivez Ken-ge-vread ar beizanted.
Start eo ar jeu ivez rak roet 'zo yalc'hadoù get Ranvro Breizh da arc'hantiñ ar raktresoù-mañ. Get ar steuñv anvet « plan volaille ». Ar steuñv-se oa bet krouet evit soutenn an embrege-rezhoù da broduiñ yer.
Ar strollad « Morbihan enep ar feurmoù uzin » zo a-enep sistem an atantoù bras divent. Un tamm displegadennoù get un ezel ag ar strollad se.