Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 03.03.2021

2 minutes

Abadenn fin kampionad an dapoulinerien a vo en linenn disadorn

Xavier Chavry a zo an tapouliner diwezhañ o vezañ gounezet ar c'hampionad, e 2019Xavier Chavry a zo an tapouliner diwezhañ o vezañ gounezet ar c'hampionad, e 2019

Avec : Didier Mercier

Episode animé par : Yuna Cojean

Nullet voe bet pep tra evit ar bagadoù en Nevez Amzer 2020 dija. Dre ma voe sarret ar salioù e voe dibosubl dezho kas da benn o fleustradegoù, hag ar c'henstrivadegoù zoken.
Ar bloaz-mañ e vez klasket modoù all d'ober. Nullet eo bet kampionad 2021 ar bagadoù, mez kampionad an dapoulinerien o seniñ o-unan da skouer a vez dalc'het en linenn. Sañset voe da vezañ dalc'het e Pondi, mez dre berzh d'ar c'hovid 19 n'eo ket bet posubl aoziñ an abadennoù en gwir. Tremenet eo pep tra en linenn neuze, ha fin ar c'hampionad a vo war Youtube a-benn disadorn d'ar 6 a viz Meurzh.
N'eo ket posubl evit Didier Mersier, prezidant Sonerion, ijinañ un eil hañvezh hep netra. Reiñ a ra e soñj deomp, doc'h mikro Yuna Kojan.

Ha ma faot deoc'h heuliañ ar c'hampionad dre Youtube eo c'hellit kavout al liamm war al lec'hienn internet sonerion.bzh. Da 6e30 e vo an abadenn a-bennisadorn neuze.