Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Ribine Records - Episode diffusé le 16.03.2021

60 minutes

Ribine Records : FEM

Episode animé par : Tud a youl vat Radio Naoned

FEM, un dj a-vro Roazhon, a zo unan eus an arzourien brudetañ war leurenn Breizh.
Abaoe 10 vloaz emañ oc'h aloubiñ leurennoù ar vro o lakaat war-wel sonerezh a-bep seurt. Levezonet eo gant ar wagenn sonerezh eus Detroit, e sonerezh dezhañ a zo etre an tekno hag ar groove ha lakaat a ra an holl da zañsal da vat.
Laurent Garnier hag ar re all ne chomont ket etre daou evit seniñ e viksoù.
E skiant-prenet war an dancefloor 'neus kaset anezhañ da seniñ e pep lec'h e Bro frañs, evit festivalioù bras evel Astropolis, Transmusicales pe c'hoazh Panorama, hag e kluboù mojennel evel Le Rex, l'Iboat pe c'hoazh ar 1988 Live Club hag ar Warehouse.