Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 19.03.2021

1 minute

Naetaat an traezhennoù get « Les Mains dans le sable »

Avec : Isabelle Bernad

Episode animé par : Yuna Cojean

Ur bern lastez 'zo àr an traezhennoù : boutailhadoù pe rouedoù. Leusket int bet get an dud pe get ar vor. Pal ar gevredigezh « Les Mains dans le sable » 'zo naetaat oad ar vro ! Ar gevredigezh-se zo ganet e Mor-Bihan e 2014. Abaoe 2016 'zo bet krouet kevredigezhioù lec'hel e Penn ar bed, Charente-Maritime hag e Vende.
Ul labour kelaouiñ a ra ar gevredigezh ivez evit kizidikaat an dud.
An holl a c'hall kemer perzh d'an obererezhioù. Ret eo kas maskl ha manegoù evit an naetaat. Posubl eo kavout an holl titouroù, deizhadoù an obererezhioù da skouer, àr lec'hienn internet ar gevredigezh pe dre facebook àr ar pajenn « Les mains dans le sable ».
N'eo ket aes naetaat an traezhennoù. Isabell Bernard eo ur plac'h a youlvat eus ar gevredigezh « Les Mains dans le Sables ». Displegañ a ra deomp peseurt lastez 'zo dastumet àr an aod.Ur pennad-kaoz graet get Yuna Kojan.