Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 13.04.2021

2 minutes

Deskiñ d'ar skolaerien-ezed ober gant ar vugale gwallgaset

Avec : Anjela Stefan, Amandine

Episode animé par : Tunvezh Gwlagen

Ha da lakaat ar gaoz war ur gudenn gevredigezh vraz all bremañ :
Tri bugel da nebeutañ war ur c'hlasad 30 bugel a vev feulster, forzh peseurt stumm feulster a vefe, feulster fizikel, feulster psikologel, feulster revel, mez ivez feulster dre zienez, dre chom hep reiñ dezhañ ar pezh 'n eus ezhomm evit beviñ mat. 1 bugel diwar zek, er skol. Setu siffroù spontus stad an traoù e bro C'hall hiriv an deiz. Ha div vaouez a labour a bolontez vat evit ar Planning Familh, Anjela Stefan ha Loeiza Lever-Krue, o deus divizet da sevel ur stummadur da lakaat ar skolaerien ha skolaerezed da c'hoût ar mod d'ober gant ar vugale-se. Anjela Stefan a zo deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean.

Un devezh stummadur war ar sujed-se a vo roet a-benn nebeut ivez d'ar studierien e Master hag a zo o vezañ stummet er mare-mañ gant Kelenn a-benn mont da skolaerien.