Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 09.04.2021

2 minutes

"Un devezh istorel evit ar brezhoneg eo", a lâr Paol Molak

Avec : Paol Molak

Episode animé par : Tunvezh Gwlagen

Votet eo bet al lezenn da Wareziñ Glad ar Yezhoù Rann-vro gant ar Vodadeg Vroadel !
Dibaoe sizhunvezhioù e oa kaset ur sapre labour lobi gant ar c'hannad Paol Molak, da lakaat e destenn lezenn war wel war an dachenn foran. Goulennet 'n eus sikour evit-se digant youtuberien evel an umourist Simon Kojan da skouer. Benn ar fin eo bet klevet e sav poent betek gant ar gannaded a bep seurt tu politikel avat. Kar a hed an devezh divizoù, o deus ar gannaded kemret ar gaoz da lakaat war wel pegen tost e oant deus o yezhoù bro, ha deus o sevenadur.
Selaouomp Paol Molak o reiñ e soñj nebeut un nebeut eurvezhioù goude ar vot, dec'h...