Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 18.06.2021

48 minutes

An enklask kentañ gant Splann!

Avec : Juliette Cabaço-Roger

Episode animé par : Erwan Blanchard

"C'hwezh an an ammoniak" 'zo 'ba Breizh"! Setu danvez an enklask kentañ embannet gant Splann! Splann 'zo ur media kroet e miz C'hwevrer gant kazetennerien eus ar vro evit gellout kas enklaskoù kazetenniñ dizalc'h 'ba Breizh.
War lec'hienn internet Splann.org 'c'hallit gouzout hiroc'h war saotradur an aer gant an amoniak. Breizh eo ar rannvro 'ba Frañs lec'h 'zo kaset ar muiañ a amoniak d'an aer. Ur sujed hag a zo chomet kuzh betegen.
Ter lodenn 'ya d'ober an enklask, div a zo en linenn gant titloù 'zo sklaer 'walc'h: "E Breizh emañ an amoniak o lazhañ didrouz » ; "Industrialaerien ha strollegezhioù lec'hel o c'hoari da vat evit an amoniak" ha « Timac : amoniak ha temz mesket 'ba Sant-Malou ».
Gant Juliette Cabaço-Roger a zo ezelez eus kuzul embann Splann! eo kinniget deomp Splann ! Hag an enklask kentañ. Un abadenn lusket gant Erwan Blanchard.