Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 23.09.2021

2 minutes

« Labourat e brezhoneg ! »

Avec : Yann-Edern Jourdan

Episode animé par : Tomaz Laquaine

Etre pemp kant ha eizh kant den o deus manifestet e Karaez evit difenn ar brezhoneg. Goulenn a rant ur budjet uheloc'h d'ar Rannvro. C'hoarvezh a ra en ur prantad kompliket mat evit an deskadureh dre soubidigezh ha divyezheg ivez. Bodet eo an dud diàr galv ur strollad labourerion ha labourerezed a ved ar brezhoneg hag ar sevenadur. E-raog an darvoud e oe en em vodet ar re-se aveit en em glevout àr ar pezh a vehe lâret da Gristian Troadeg, besprezidant ar Rannvro e karg a yezhoù Breizh. Bodiñ tud an deskadurezh, ar sevenadur, ar mediaoù, ar stummadurioù hag all, setu pal ar c'henurzhierezh-se. Yann-Edern Jourdan a zo komedian, deuet oe d'an emvod. Ur reportaj savet get Tomaz Laken.
Emgav a zo roet d'an dud gant ar c'henurzhierezh-se d'ar 16 a viz gouel mikel e Gwengamp a-benn kinnig asambles un dazont d'ar stourmoù war-dro d'ar brezhoneg.