Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ╔MISSIONS DE RADIO BRO GWENED

vous propose l'Úmission

A liv ar loar hag ar stered

Histoires contÚes par StÚphanie Guillaume Ó Port-Louis dans les annÚes 1910, collectÚes par Yves Le Diberder, et lues par Mazhev Coviaux, Benoit Allaire, Enora Molac, Brewal Runigo, Ninnog Louis, Jeanne Chevrel...

18 minutes

DerniŔre Úmission 20.01.2021

Jeanne ChevrelJeanne Chevrel

Ar siren gouliet get ar rekin (rinkin) er c'hoad-tailh

Get :
An narratourá: Mazhev Coviaux
Ar galantá: Nicolas Le Grand
ar verc'h yaouanká: Enora Molac
ar sirená: Morwenn Le Normand
An daou zen kozhá: Momo Jouano
an daouzek den get o ro˝sedá: Youn Kamm / Brewal Runigo¨
an eil den yaouanká: Benoit Allaire
.
Sonerezhá:
- Barbaraá: Septembre
- Andrew Birdá: Dance of death
- Vincent Peraini & Emile Parisiená: The Crave
- Dakhabrakhaá: Dostochka
- Samara Baloufá: La mer
-Dour Le Pottier 4tetá: Borderline
- ThimothÚe Le Netá4tet: Mue Imaginale
- Etienne Cabaretá: Boked Eured
- Alain Gentyá: A-us d'al lenn

Ur wezh e oa ur verc'h yaouank hag a oa plac'h ! Hi a gavas ur galant Ór he hent hag a lÔras dezhi:
- Plac'h yaouank, d'e-menn eh it ?
- 'm eus ket afer doc'hoc'h. Me 'm beus ur siren hag a zo ma mamm-baeren. Mes seulamant nend omp ket 'n un enezenn, ha ' beus ket-ni afer doc'h denig yaouank ebet da zonet geneomp. Ma mamm-baeren ha me a zo eŘrus. Ni a zo 'n ur c'hoad, 'n ur c'hoad-tailh. Aze ' omp eŘrus hon-div, me ' gan da ma mamm-baeren hag a zo siren, d'an eur a greiznoz 'el d'an eur a greisteiz. Bout ' zo daou zen kozh geneomp ('d omp ket gwall-bell doc'h ar mor), hag a ya da glask dSur bemdez get b(emp) a ziv sailh da lakat e-lec'h (e)ma ma mamm-baeren. E-lec'h ema, (e)ma tout bitumet (cimentÚ). Ha p(a) arruont er gŕr, den yaouank, a c'hober o labour, int a ya da ziskuizh. Hag int a ya b(emp) a 'n e wele. Ha den yaouank ' em eus ket afer doc'hoc'h.
- Neoazh, c'hwi a zo plac'h ha brav. Ha hoc'h eus plijet din fonnapl. Ha mar karit, plac'h yaouank, me ' labouray er jardrin.
- (Me) 'm eus lÔret deoc'h ur wezh, div wezh, un deirvet (g)wezh 'm eus ket afer doc'hoc'h. Me ' zo-me re eŘrus ama˝. Hag an daou zen kozh a zo geneomp a labouray er jardrin ha pa faotay deomp.
- Plac'h yaouank, taolit meiz d(oc'h)oc'h, a lÔras an den yaouank dezhi. Un noz bennag m' ho spontay deoc'h.
- Den ebet ma spontay-me. (Me) 'm eus ket aon e-raok den, ha den ne ray ket poan din, kar ma mamm-baeren a zo siren.
- Nend on ket e poan doc'h ar siren, a lÔras an den yaouank dezhi. Me ho po doc'h an noz, pe doc'h an deiz.
- Ma mamm-baeren a zo ma supÚrieure, a lÔras ar verc'h yaouank.
Hag ar siren, he mamm-baeren, he c'hlevas Ú tespetal, hag a lÔras dezhi :
- Piv ' zo Ú prezeg geneoc'h, ma filhorez ?
- Un den yaouank ' fell dezho˝ ma c'havouit palfors.
- Ma filhorez, a lÔras ar siren, lÔrit dezho˝ donet da gomz doc'hin. Ha ni ' welay mar plijay din. Mar plijay din, c'hwi a zimezay geto˝. Ha mar ne blij ket, me ' ray foutr anezho˝.
Ar siren a lÔras d'he filhorez :
- Mar 'd eo ket pell anezho˝ ac'hann-ama˝, lÔrit dezho˝ donet a-benn.
Ar verc'h yaouank a zo aet da lÔret d'an den yaouank :
- Dait da gomz doc'h ma mamm-baeren ar siren.
- Me ho selaou, ha me ' ya Ór-ho-lerc'h, a respondas an den yaouank.
Hag an daou zen kozh a oa chomet da selaouet er c'hoad-tailh.
- Mechal petra Madam ar siren a ya da lÔret dezho˝. Ni ' zo kurius un tammig. Ni ' garhe selaouet ha gwelet, Ór-lerc'h ' vehaomp ket gwelet g(et) ar siren, a lÔre-int etreze o-daou.
Hag an 'all a lÔre d'ar gile.
- Na bout e kollhen ur penn-devezh an dra-se ' ray ket kalz a boan deomp. Ar verc'h yaouank ' deus kalon vat. Mes gwezhavez ar siren ' vez ket moaiand donet da benn doc'hti.
Pand eo arru an den yaouank 'tal ar siren :
- Bo˝jour, Madam ar siren. Me ' zo daet da c'houlenn dorn ho filhorez da zimezi˝.
Hi a sellas doc'hto˝ hag a respondas :
- Ma filhorez, c'hwi n'ho po ket, kar ho fas ne blij ket din.
- Kenavo, ar siren. Ho filhorez ne vevay ket mui pell. Me m' armay g(et) ur pistoled, ha me ' lazhay an daou zen kozh ha hi. Ha c'hwi, siren, mar gellan ho tapouit, me ' ray kement-rall deoc'h.
Hag ar siren a savas he divrec'h d'ar lue, hag a lÔras dezho˝ :
- MaleŘrus, ' po ket na buhez ma filhorez, nag an daou zen a zo genin pas muioc'h mam buhez-me. Me ' zo siren ha me ' zay a-benn deoc'h. Ha me ' ouarnay ar re ' zo dizan din. Kerzhit d'ar gŕr, den yaouank ha chomit trankil. Ha ne lammit ket doc'h ho ti. Kar mard it d' hor lazhi˝, ho puhez a vo din.
E˝v ' goma˝sas kani˝. E˝v ' c'hwitelle :
- Me ' gasay genin, siren, un hanter dousen doc'h ma c'hamaraded.
- Na bout e kashec'h kant, a lÔras ar siren dezho˝, james treid den ebet ne day (zay) mui er c'hoad-ma˝.
S'tu 'ma-e˝v partiet d'ar gŕr. Ha pand eo partiet d'ar gŕr, an daou zen kozh ' oa Ú servij ar siren, int a lÔras dezhi :
- Siren, henoazh e vehaomp lazhet, abalamour d'ho filhorez a zo ker plac'h.
- ' Hoc'h eus ket afer a vout aon. Den ' zay (day) ket mui ama˝, ken 'met ma filhorez ha c'hwi ho-taou, a lÔras ar siren.
Eizhtez goude, int a gleve un trouz Ú tonet 'tal ar c'hoad. Ha(g) he filhorez a lÔras :
- Mamm-baeren, ' glevit ket trouz ? Me ' glev re Ú tonet hag a zo Ór ro˝sed.
- ' Hoc'h eus ket afer a vout aon, a lÔras ar siren. (E)n un hanter eur ac'hann-ma˝, me ' ya d'ober a˝touri˝ ar c'hoad ha den n'her gwelay ket.
Da greiznoz s'tu savet ur vagoer tro-ha-tro d'ar c'hoad. Hani n' helle ket pigni˝, hag int a lÔre :
- Ni' yay da glask piocho¨, barenno¨ houarn, ha ni a ray un toull er vagoer, ha ni ' daolay ar vagoer d'ar ias, hag aze ni ' yay Órne ro˝sed ha-tout.
Ar siren a glevas ar vein Ú kouezhel d'ar ias. Hi a lÔras doc'h unan doc'h an daou waz a oa geti :
- Lakit c'hoazh peder sailhad dSur fresk Órnin, ma vin uheloc'h, hag aze me 'n em garg doc'hte. En tachad mard on, 'm eus ket aon doc'hte. Doc'hin-me o devo afer.
Int a arruas get o ro˝sed. Hag e oant daouzek Ór ro˝sed. Ha(g) int a ya(as) e-lec'h e oa ar siren. Ha(g) int a lÔras dezhi :
- Siren, henoazh (e)ma ho noz diwezha˝.
- Arrestit, daouzek den yaouank, a lÔras ar siren. 'm eus ket afer doc'h den da man difenn. Me ' zo kre˝v tra-walc'h ha doc'hin-me 'd aoc'h ket da benn. Ma foull ' zo leun a zSur. Ha get man daouzorn m'ho taolay d'ar ias pep unan d'e dro. Pandeogwir (en) em gavit ken kre˝v, den ebet ne zay (day) ket da benn doc'hin.
Hi a dapas enne, hag o zaolas d'ar ias 'ziÓr o ro˝sed. An daou ziwezha˝ a c'houlennas pardon g(et) ar siren. Hag a lÔras dezhi :
- Ne rit ket droug deomp-ni. ' beus ket lÔret ger deoc'h. (A)n heni kenta˝ ' deus hor c'haset geto˝, ha(g hor) behe kollet hor buhez abalamour dezho˝. Met siren, ni a zo paour, Mard oc'h koutant doc'homp, ni a chomay geneoc'h.
- Me ' zo koutant, daou zen yaouank, kar 'm eus ket aon doc'hoc'h. Me ' gousk en deiz, mes ' gouskan ket d'an noz. Ma filhorez ne lammay ket adal din. Hi a choukay en ur gadoer. Hi a vrochay, hi a vroday, hi a ray tout ar pezh ' lÔrin dezhi gober.
An deiz Ór-lerc'h mitin, hi a lÔras d'he filhorez gober dijun d'ar pevar gwaz a oa er c'hoad geti :
- MaleŘrus eo (n') c'hellan ket monet er mor. Kar ur siren ' c'hell ket bevi˝ en dSur dous. Ret mat eo ma vo en dSur sall. Brema˝ eh oc'h pevar. C'hwi ' yay pep unan d'e dro daou-ha-daou da glask dSur sall da laoskouit er lenn eh on. Bemdez, unan doc'hoc'h a yay d'ober tro an aod. C'hwi a gavay pesked hag a vo bev Ór an draezhenn. Ha c'hwi o c'hasay din da zebri˝.
Unan doc'h ar re yaouank a oa partiet an deiz Ór-lerc'h. Pand eo arru en aod, e˝v ' deus kavet pevar bezh pesk. E˝v ' devoa aon en o raok, kar bev (e) oant. E-raok parti ar siren ' devoa lÔret dezho˝ :
- Ne droc'hit ket o fenno¨, rak maleur a vo deoc'h. C'hwi o c'hasay ama˝ ha m'o digoray, kar ar penno¨ a garan ar gwella˝.
Pand eo arru get ar pevar besk bev, an den yaouank a oa skuizh. Hi ' lÔras d'he filhorez :
- Me ' glev unan bennag Ú tonet, ha me ' zo sur ema ar pesked am eus kaset da glask. LÔrit da unan doc'h an tri gwaz da vonet Ór e arbenn, kar skuizh eo ha fatiket, ha 'm eus-me hiraezh da zebri˝ un tamm pesked.
Hi a lÔras dezho˝ :
- Den yaouank, kasit-hŔ e-tal din, ha me ' ya d'o digor, ha c'hwi a welay penaos e tebrin.
E˝v ' deus kaset ar pesked 'tal ar siren. Hi ' a lÔras dezho˝ :
- Eh an d'o c'haeraat, ha c'hwi a welay penaos o debrin.
- Siren, ne chomin ket 'taldoc'h, kar pa welhen debri˝ pesked kriz, e tahe ma c'halon er maez a ma c'horf.
Hag ar siren a lÔras dezho˝ :
- ' hoc'h eus ket afer a vout aon. Nag a vout regred. Me ' zo-me ken propr 'eldoc'h, ha difisiloc'h evidoc'h. Mar ' garit ket 'met kig, me ne garan ket 'met pesked. Kerzhit brema˝ da zebri˝ ho merenn, asambl g(et) ar 'rall. Ha doc'h an daol e vec'h pemp. Ha laoskit-me ma unan da zebri˝ ma fesked e m(a) aes. Ha ma ' vo ket ho kalon-c'hwi diaes.
Pand eo arru doc'h an daol asambl g(et) e gamaraded, n' helle ket debri˝ na(g) evet. Int her gwele Ú tonet da vout gwenn 'el ur mouched. Ha(g) int a lÔras dezho˝ :
- Petra ' zo arru geneoc'h ?
- Ma c'halon a ra droug din. Laoskit-me e m(a) gwele ha me, eh in da gousket.
Pand eo bet div eur horloj (e)n e wele, ar siren en deus galvet he filhorez, hag a lÔras dezhi :
- E-menn ema an den yaouank en deus kaset ar pesked din ?
- Mamm-baeren, skuizh eo ha fatiket. (e)ma 'n e wele ha n'en deus ket debret.
- C'hwi a lakay dezho˝ Ór an tan, a lÔras ar siren d'he filhorez : s'tu ur voutailh hag a zo genin ama˝ daouzek vlez zo, hag a zo bouchonet mat ha den ' deus ket hi touchet. C'hwi a lakay dezho˝ (e)n ur wezh tizan ar valeur a zaou vlankad lagout. Hag aze ' vo ket pell anezho˝ Ú tonet en-dro. Ha pa welhaet e tay gwell, c'hwi a zay da gas ar respond din.
Un eur goude en devoa evet an tizan, an den yaouank a gre˝ve. Hag hi ' zo oaet da gas respond d'he mamm-baeren :
- Mar faotay c'hoazh ur wezh tizan dezho˝, a lÔras ar siren dezhi, ar wezh-ma˝ ne lakit ket ken kre˝v (a)nezho˝, kar marse 'd ahe ket en-dro anezho˝.
Da greiznoz s'tu 'ma-e˝v savet. E˝v ' zo aet da remersii˝ ar siren evit an tizan en devoa evet. E˝v ' a lÔras dezhi :
- Mersi, siren, bout ma sovet.
- Hoc'h eus tapet droug Ú vonet da glask ma fesked.
Hi a lÔras dezho˝ :
- Brema˝ c'hwi a chomay eizhtez hemp gober netra. An tri arall a labouray pep unan d'e dro.
An deiz Ór-lerc'h mitin, s'tu galvet unan doc'h ar re kosha˝ a oa eno.
- Petra ' faot deoc'h, siren ?
- Karget a gomisiono¨. Doc'h ar pesked, 'm eus c'hoazh unan. Met Órc'hoazh e vo mall monet d'an aod da glask kement 'rall din.
- Me ' selaouay doc'hoc'h, siren. Tout ar pezh a lÔrit din, me ' ray, na bout ' vehe ret din koll mam buhez, hag Ór benno¨ man daoulin, m'ho servijay.
Brema˝, a lÔras ar siren, ema ret mat kavouit dSur fresk ha lakat ar lenn da redek. Div wezh dSur fresk bemdez nend eo ket re din-me. Me ' zo skuizh er lenn-ma˝, kar n' c'hellan ket gober ar pezh a faot din. Un tammig ema re vihan.
Ha unan doc'h an daou zen yaouank a respondas dezhi :
- Me ' zo-me mason, ha m'her brasay. Ni o lakay 'n ur bailh bras, ha ' vo laket dSur mor fresk geneoc'h a-barzh, a d'rant vin Ú vrasaat ar lenn. Hag Ór-lerc'h c'hwi ' vo (e)n ho aes, ha ' po ket mui pinizenn (pÚnitence).
Pand eo achu ar lenn, ema karget a zSur sall hag ema kaset ar siren a-barzh.
- Pegement a blijadur, a lÔras ar siren, am eus brema˝. Ha pegement eh on e m(a) aes ! Kar e-raok me ' oa diaes. Evidoc'h, den yaouank, ne oaran ket petra gober. Me ' ray deoc'h ma filhorez da zimezi˝, kar c'hwi a zo un den yaouank hag a blij din.
- Ho filhorez, siren, ' devo ket afer doc'hin.
Hag ar siren a respondas :
- 'd ay ket (a)nezhi enep din.
Ar filhorez a oa gwiv ha koutant da gavouit ur galant. S'tu 'ma int dimezet. Hag ar siren a lÔras dezhi :
- Grait hiziv ur pred mat, ur repas bras. Ha c'hwi a gasay div zaol e-tal ar lenn, unan a bep tu din. Ha m'am bo plijadur d'ho kwelet Ú tebri˝ hag Ú evet.
Pand eo kaset an div zaol ha ne vanke ket netra Órne, ar siren a foetas he daouzorn hag hi a c'hoarzhe :
- Me 'ra deoc'h mam bennozh, mam bugale. Me ' vevay eŘrus e peoc'h hag e trankilite.
P' oa dimezet he filhorez, hi a ra(s) aour hag argant dezhe.
- Ne vennan ket e chomit ken da chom ama˝. Kerzhit pelloc'h ac'hann-ama˝, kar ama˝ ne welit ket den, ha den n'ho kwel ket. G(et) an aour ha g(et) an argant a ran deoc'h, c'hwi ' c'hellay monet d'ur vro e-lec'h e plijay deoc'h.
S'tu 'm' int partiet. Hi a lÔras kenavo, he gwaz ha hi, d'he mamm-baeren. Hag ar siren a lÔras dezhe :
- Ne vankit ket a zonet da man gwelet. Me ' faot din e tit pep miz, deiz evit deiz. Kar mar veoc'h un deiz Ór-lerc'h, ne rin ket mam bennozh deoc'h.
Ar miz kenta˝, int a zo daet an deiz just deiz evit deiz, da welet ar siren he mamm-baeren. An eilvet miz, an daouvet miz int arruas tri deiz diwezhat hag e oa ar siren Ú vervel. Ha ' oa ket 'met an tri gwaz d'he soagni˝. P'he doa gwelet he filhorez hag he gwaz, hi a lÔras dezhe :
- Kulit ag ur paz. Ne vennan ket mui ho kwelet. C'hwi hoc'h eus manket d'ho tever. Brema˝ kulit e-lec'h mard oc'h Ú chom. 'M eus graet trawalc'h a(g) aour hag argant deoc'h. Hag an tri den a zo ama˝ a vo tout evite. Ha(g) interit-me brema˝ e-lec'h a blijay geneoc'h, dizan ur wezenn skav. Ha pa vo Ú bleu˝v, ma zud vat, c'hwi o zroc'hay a bakado¨, ha c'hwi o lakay a-skourr da sec'het. Ha pa basay (un) den maleŘrus ebet ama˝, hag a vo kla˝v, c'hwi ' ray b(ep) a wezh tizan dezhe, ha doc'h ar voutailh a zo ama˝, c'hwi a lakay a-barzh, ha c'hwi a sovay o buhez. Ha ma ' oa(nt?) ket c'hoazh marv, neuze.
10/10/1913
C'Útaient d'autres qui l'avaient envoyÚe lÓ, parce qu'elle Útait affligÚe. Alors les autres avaient choisi cet endroit lÓ qu'elle aurait ÚtÚ tranquille. An hanter doc'h he c'horv a oa bet debret g(et) ur rekin. Ha neuze ' oa graet ar lenn, ha hi ' oa laket a-barzh. Ha(g) int a lÔre ama˝ e vo e peoc'h hag e trankilite. Hag er mor e vehe bet marv goude ma oa bet haniet d'ar rekin.
An dek-se ' oa bet lakaet e morfos, an deiz ' oa dimezet he filhorez an dek den yaouank a oa er fest, hag an dek jao a oa graet dezhe da zebri˝ 'tal ar lenn. Hag an deiz ma(r)d int aet kuit he filhorez hag he gwaz, an dek den yaouank hag an dek jao a zo dispartiet.