Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS DE RADIO KREIZ BREIZH

vous propose l'émission

Ar vandenn

"Ar vandenn" zo un digarez kaer da glevet traoù a bep seurt hag a zo bet skignet war RKB abaoe ma zo deus ar radio. Un tamm diboultrennañ zo graet d'an dielloù kement ha reiñ da glevet istor ha sevenadur Kreiz Breizh ha Treger dre ur brezhoneg c'hwek evel-just ! Bep Sul da nav eur beure, adskignet d'ar Merc'her da 7 eur noz.
Kinniget gant Derv Huellou ha Tomaz Laken

30 minutes

Dernière émission 17.01.2021

Gouren ha kontadenn ar milour

Fenoz en abadenn vo kaoz deus ar gouren ha klevet vo ur gontadenn.
- Germaine Lukaz a oa engouestlet e bed ar gouren, betek bout anvezet maeronez ar c'hourenerezed hag ar gourenerien. Displeg a ra da Noelle Simon un tamm deus ar cheñchamantoù he deus bet gwelet. Atersadenn graet e miz Ebrel 1990.
- Evit derc'hel gant ar gouren, ur ganaouenn bet savet gant Edouard ar Saoz e 1973, sonenn Kalvez. Eñ zo o kas ar ganaouenn. Embannet oa bet da heul ar levr "Le gouren dans la tradition populaire".
- Kontadenn ar milour oa bet enrollet e miz Kerzu 1993 e Ti Pikouz (Sant-Nigouden) e-pad un nozvezh kontadennoù. Deus Kergrist-Moeloù (lec'h n'eus ket 'met tud dres) emañ ar gonterez met ne ouiamp ket piv eo c'hoazh. Setu ma anvezit ar mouezh-mañ larit dimp!