Un abadenn istor ha sonerezh kinniget gant Lou Millour ha GAel Roblin
Petra eo an tonioù 'neuint awenet ar stourmoù, ar brezelioù, an dispac'hoù...
The fileds of anthenry, kan etrevroadel ar labourerien, lili marleen, bella ciao, grandola villa morena, wiskey in the Jar, Wich side are you on hag ur bern reoù all...
Lou Millour Ur bannig avel foll e-barzh ti Radio Kerne, gant ar bidoc'hig-se, deuet eus n'ouzer ket peseurt planedenn : Lou ur vouezhig raouliet un disterañ, da gas ac'hanomp eus dek eur hanter da greisteiz war gwagennoù Radio Kerne. Fent, lusk ha startijenn �vez ganti teir gwezh ar sizhun evit an abadenn Vimp ket gwerzhet etre 10 e 30 ha kreisteiz. Goût a ra ivez reiñ deomp da glevet, an tadoù kozh faro, ar mammoù ekolo, ar vugale dirollo, ha sonerezh elektro. Jongliñ gant an implijoù amzer, ar bruderezh, ar genlabourerien, an abadennoù a youl vat, ar skoazellerien, ur c'hoari aes evit renerez Radio Kerne !