Dibiń boued lec'hel a zeu da vezań diouzh ar c'hiz e Breizh en-dro, 'giz e lec'h all. Met penaos 'ta dibiń boued eus ar vro ma n'eus ket peizanted er vro ken, kea ? Setu an diaezamant bras a zo war inizi Kanarias. Ha grevus eo 'vit an endro : war enezenn la Gomera, seul nebeutoc'h a beizanted seul vreskoc'h koad Garac'honaļ, ur c'hoad lakaet da « c'hlad bedel an UNESCO ». 'Maoc'h o vont da gompren perak.
Ur reportaj kaset da benn gant Juliette Cabaēo Roger ha Gwenvael Delanoe evit Radio Breizh.
E Kanarias, betek-henn, n'eus ket bet lakaet e plas muzul ebet 'vel 'pezh a ginnig Antonio er reportaj. Met memes tra, e hanternoz Bro Spagn eo bet komprenet ar bloaz-mań pegen pouezus e c'hellfe bezań : gant Galisia zo bet votet ul lezenn a ro ar gwir d'ar gouarnamant da dapout an tachennoł dilezet, 'vit ma vefent roet da beizanted zo, a-benn kontrolliń gwelloc'h an tanioł-gwall.

Stumm al lenner goulennet

Kod da enlakaat e-barzh ho pajennadoł :

Disoc'h :