Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

vous perpozent l'emission

An divskouarn o nijal

Mont pelloc'h gant ar c'heleier, testeniañ eus buhez pemdeziek ar vro hag an dud. Setu aze pal an abadenn-mañ a vez skignet bemdez da 12e ha da 6e noz. Gouel an Erer Kozh, manifestadeg labourerien-douar bio, stummadur ar vartoloded, dilennadegoù, beajoù ar Vretoned. zo e-barzh an Divskouarn o nijal kinniget gant Benjamin Bouard, Laetitia Fitamant, Morgane Bramoullé ha Tunvezh Gwlagen-Grandjean (Radio Kerne) pe Erwan Blanchard ha Reun Treger (eus Arvorig FM).

45 minutes

Daraine emission 05.04.2022

KAOUT PE NOMPAS KAOUT BUGALE ?

Izel awalc'h eo an niver a dud n'o defe ket c'hoant kaout bugale. Pemp den diwar gant nemetken a vefe e Bro C'hall, hervez ar sifroù embannet gant an INED (ensavadur ar studioù demografel) e 2010, hag an niver-se a chom stabil abaoe.
Choazoù buhez a oa chomet e-maez ar gaoz betek un nebeut blaovezhioù'zo.
Met, muioc'h mui bremañ, e klever tud, merc'hed dreist-holl, youl gante da gaozeal eus an hent-buhez disheñvel o deus choazet, eus ar c'heuz o deus da vezañ graet bugale, zoken, evit reoù'zo.
En abadenn-mañ 'vo klevet komzoù tud chomet divugel, skeudenn ur gevredigezh o cheñch, e-lec'h ma vez dispaket aesetoc'h ar santimañtoù pe traoù personel. C'hwec'h testenni, peder flac'h ha daou baotr o toullañ kaoz en un doare disanv, mersi bras dezhe.
Un abadenn savet gant Rose Le Troadec
tonioù :
« Quand la bogue dort », Gwenojenn, Soïg Sibéril (ton kinnig ha diskinnig)
« Nihavent Oriental », Sultan's secret door, Istanbul Oriental Ensemble
« Lo que vendrá », Gran Bazar, Les Tromano