vous perpoze l'emission
Ar bajenn-mañ zo evidoc'h, tud yaouank ! Ar re gozh a zo deuet mat ivez, sur !
Bep merc'her e yomp da ziskoachañ, asambles gant Benjamin, bed ar skiantoù, an natur, an Istor Vras peotramant koñchennoù brudet, evel hini Ulysse ha reoù Jules Verne,
Deoc'h eo an abadenn : skrivit pe telefonit deomp m'ho peus kinnigoù, evezhiadennoù, gourc'hemennoù (dreist-holl) d'ober !
Ar sarpanted
Tunvezh ha Benjamin zo bet o pourmen war ar maez evit klask kavout sarpanted ! C'hwec'h spesad zo e Breizh, met diaes a-walc'h eo gwelet anezho ! Goude-se int bet en Amazoni evit sellet deus ar sarpanted all a vez kavet du-hont, evel an anakonda !