Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

vous perpoze l'emission

Ribine Records

Miksoù ar gevredigezh elektro Ribine Records

60 minutes

Daraine emission 07.06.2022

RIBINES RECORDS : DJ DAKO

Miks an dj Dako a vo klevet hiriv. David lesanvet Dako neuze, a zo o tont eus Brest ha kroget eo gant an tekno e penn-kentañ ar bloavezhioù 90 dre an nozvezhioù brudet anvet free party.(Dre e tarempredoù gant a bep seurt tud e Brest, al lec'h Sonic Floor a deuio da vezañ e lec'h karetañ evit seniñ. (A-raok an tekno, Dj Dako a glasko kavout e identelezh « son » gant a bep seurt stil elektro evel an Hardcore, an hardtek pe c'hoazh an Tribe. (E deroù ar bloavezhioù 2000 ober a raio anaoudegezh gant ur sound sistem eus Tregourez anvet Korrils. Ha setu ul liamm kreñv krouet kenetrezo.(Ar miks kinniget deomp gant Dj Dako a zo ur miks hag a zo bet savet e-kerzh un digor kalon, o meskañ a bep seurt pladennoù-du. ((Digorit mat ho tivskouarn neuze, plijadur deoc'h ha bevet an tekno ! (