Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

vous perpoze l'emission

Naoned E Live

Naoned e Live ! Grit anaoudegezh gant arzourien hag arzourezed ar vro ! Rock, Folk, Elektro tonioù Rap pe Jazz. Gwezh ar miz e kinnigomp deoc'h un eurvezh sonadeg enrollet en hor studioioù.

53 minutes

Daraine emission 14.09.2021

CHAN E LIVE !

Chan 'zo un tabouliner a Vro-Naoned. Ha pa vez lâret tabouliner e vez soñjet diouzhtu er baterioù. Kefoù bras doare gourzaboulin en taboulinoù sklent, er simbalennoù. Soñjet 'vez ivez e kefoù ur bagad o tasoniñ kreñv ar sonioù bout pe c'hoazh un djembe bennak, un derbouka. Met gant Chan e vo kinniget deoc'h un daboulin nevez an Handpan ! An handpan pe Hang a-wechoù 'zo ur benveg ront stumm ur goulourdenn houarn anezhañ, war-c'horre, bosoù pe toulloù a ro d'ar benveg-se e notennoù sonerezh flour. Ouzhpenn skeiñ gant e Handpan a ra Chan kanañ a ra ivez, e galleg a-wechoù, e saozneg ivez, met dreist-holl e Berber, e yezh vamm. Deuet eo hiziv asambles gant Xavier. Xavier 'noa kemeret perzh dija en abadenn Naoned e Live gant ar strollad Vipère, ar strollad kentañ o tont da seniñ amañ. Deuet eo ar wech-mañ da eilañ Chan gant e violoñs war ganaouennoù 'zo. Kinnig a reomp deoc'h ur veaj, ur veaj er sioulder, ur veaj war lusk an handpan, ur veaj en tu all d'ar mor kreiz douar, e Maroko. Setu Chan !