vous perpoze l'emission
Radio Naoned a gas da benn atalieroù radio asambles gant skolioù, skolajoù pe liseoù ar vro. Amañ 'vez kavet an danvez produet gant ar c'hazetennerez hag ar gazetennerien yaouank.
An dizingalded etre ar merc'hed hag ar baotred war ar porzh-skol
An dizingalderioù etre ar merc'hed hag ar baotred a grog er skol.
Diwar studiadenn Edith Maruéjols, doktorez war an douaroniezh Mathilde a zispleg deomp implij ar porzhioù-skol kentañ derez gant ar vugale.
Ar baotred o c'hoari mell-droad e-kreiz hag ar merc'hed a chom war ar bordoù.
Hervez Mathilde, pouezus eo en em sonjal war dra-se rak ar porzh-skol a zo al lec'h foran kentañ a vez darempredet gant ar vugale