Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

vous perpoze l'emission

Al lojeiz e Breizh

Kavout un ti da feurmiñ war an aod, prenañ un ti lec'h ma vezer o labourat, kenlojañ, n'eo ket traoù anat e Breizh e 2021. Radio Kerne a ginnig deoc'h un heuliadenn gouestlet d'al lojeiz e Breizh, kaoz 'vo deus ar statud a-annezad, deus taosoù war an eil-tiez, deus an dud ne gavont ket un ti ha deus an dud o deus prenet o zamm douar.

28 minutes

Daraine emission 19.05.2021

Ar statud a annezad e Breizh

Diaesoc'h diaesañ eo prenañ un ti e Breizh, muioc'h mui a dud a zo prest da brenañ tier kêr-ruz hag evit ar re gant nebeutoc'h a arc'hant ne chom ket kalz tiez da brenañ. Un hanterenn deus ar prennadennoù tiez e Breizh e 2020 a oa evit bevañ, an hanterenn 'oa evit lakaat da vezañ feurmet. Pa oa an div drederenn eus ar brennerien Breizhiz, 20% a oa int o tont deus Enez Frañs. Er fin eo mat lâret ivez ez eus memes tra un drederenn deus an eil-tiez e Breizh perc'hennet gant Breizhiz. Met an dra-se 'vo klevet er gaozeadenn 'maomp o vont da selaou gant Nil Caouissin aterset gant Laetitia Fitamant. Nil Caouissin, kelenner war an istor-geografiezh hag ar brezhoneg ha mouezh aotret an UDB, n'eus skrivet Manifeste evit ar statud a annezad e Breizh. Displeg a raio deomp penaos e c'hell renkañ kudenn an diouer a diez evit an holl.