Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

vous perpoze l'emission

Tarzh an noz

Tarzh an noz, an abadenn made in Breizh Uhel ! Pennadoù-kaoz gant ar re a ra buhez ar vro, kronikennoù sevenadurel, skiant, teknologiezh, natur ha kinnig al leurenn sonerezh e Bro Roazhon hag e Bro Naoned, setu un hanter-eurvezh abadenn fonnus, lusket gant Marianne Vaidie e Naoned ha Morgane Cotten e Roazhon.

30 minutes

Daraine emission 12.05.2022

Tarzh an Noz 12/05/2022

- Atersadenn Glenn Jegou, kenurzhier Skeudenn hag Elie Salaun kenurzhier ar greizenn Yezhoù ha Sevenadur diwar-benn Fanzone an Eurovision e Roazhon hag e Sant-Ervlan.
- Diskoachomp an diskouezadeg Paradigme Perpendiculaire gant Angela Bulloch e Mirdi an Arzoù kaer e Naoned.
- An diskouezadeg " Celtique ? " da welet e mirdi Breizh e Roazhon a vo diskoachet a-hed ar sizhun gant Paskal Nignol.
- Tonioù ar strollad a-vro Naoned Hocus Pocus da selaou a-hed ar sizhun.