Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

vous perpoze l'emission

Larsen ha mediator !

Met petra zo peg ennañ ? Lakaat en e benn kontañ istor ar rocken urzh kronologel ? Ul labour divent an hini eo ! Ha daoust ha gouzout a ra zoken ober an diforc'h etre ar psychobillies, ar punkabillies hag ar gothabillies ? Hag an alt-country, americana, pe get ? Detroit, kêrbenn ar soul pe hini an techno ? Ha ken hegarat eo publik Hollyfest hag hini Hellfest ? Kement a veuriadoù zo, kement a luskadoù zo, peadra d'en em goll ! Ne vern, stagit ho kouriz, loc'het eo ar fuzeenn « Larsen ha mediator » evit he beaj e istor ar rock !!!

Pas ren a oui

Daraine emission 09.05.2022

Larsen ha mediator 38 : Strolladoù psikedelik all

Emaomp o vont da genderc'hel hiziv gant strolladoù psikedelik amerikan ar sixties e Larsen ha Mediator rak dalc'het ez eus bet soñj eus un nebeut strolladoù eus ar mare-se, met nag a strolladoù a galite a oa, liesseurt, ijinus meurbet hag a chom dianav d'ar brasañ niver. Ma c'hellit ober anaoudegezh gant un nebeut anezho hag a blij deoc'h er pezh 'm bo skignet hiziv e vin kontant.
Playlist :
- The blues Maggoos : We ain't got nothing yet 
- The ChocolateWatch Band : Are you gonna be there
- The Strawberry Alarm Clock : The world is on fire
- Blue Cheer : Babylon
- It's a beautiful day : Bombay calling
- The butterfield Blues Band : East-West