Emission Ar Big a Gan - Pâssée donée le 06.01.2020
37 minutesPâssée menée o : un abadenn e brezhoneg gant skolidi evit skolidi
Kontant omp ho adkaout evit krog gant ar blead nevez.
Abadenn hiriv a vo dleet mui pe vui da Nedeleg. Mont a rimp da welet penaos e tremene Nedeleg 100 vlez-'zo, er bleadoù 1920, evit bugale Breizh. Klevet e vo ivez bugale Langedig o lenn o lizheroù d'an tad Nedeleg. Sonennoù gant skolidi skol-vamm Pondi, rimadelloù gant skolidi skol-vamm Ar Gêr Nevez en Oriant, sketchoù gant re CM Gwidel, ur gontadenn gant skolidi CM Brec'h..A bep seurt èl atav!
Trugarez de Gwenn Vorc'h evit he labour seveniñ an abadenn, ha de razh ar skoladerion-ezed o deus labouret àr an abadenn!