Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

Emission Bac'het en ti - Pâssée donée le 23.06.2020

89 minutes

Adkroget ganti #21

Pâssée menée o : Benjamin Bouard, Morgane Bramoullé, Laëtitia Fitamant, Melaine Looten, Lou Millour, Marianne Vaidie

Adkroget ganti, an abadenn gant Radio Kerne ha Radio Naoned.
Gwall ziaes eo disoc'h an enkañ war micherioù zo. Re ar sevenadur a zo skoet kalet. E Douarnenez o deus bet tapet tud ar sevel filmoù, pezhioù c'hoari, koñsertoù, ar boaz d'en em welet reoliek, araok an enkañ zoken. Prepariñ a reont an dazont, par ma c'hellont, met ar pezh a vanka dezhe eo gouzout penaos kontañ war hon dilennidi. Gant Anne Gouerou (Pol Kleweled Douarnenez) Caroline Troin (Rhizomes) hag ur vignonez a gengred gante (Emmanuelle Eon, eus C'hoariva, ur gevredigezh staget he mont en-dro eus politikerezh ar rannvro).
Ouzhpenn ar Vretoned zo: pet amerindian a oa en div Amerik araok ar bloaz 1492?
Yannig Mainguy ha Drian Bernier a c'halv an dud a fell dezhe kaout ar CAP brezhonek war micherioù ar vugaleaj da vont e darempred gante pe gant stummerien ar CLPS e Kemper araok ar 7 a viz Gouhere: emaint o prepariñ an distro-skol.
Oberennoù gant Raoul Dufy zo c'hoazh ouzh mogerioù Mirdi an Arzoù-kaer e Kemper. Gant Annaig Loizel, heñcherez, ouzh mikro Morgane Bramoulle.
Ar Bed o Treiñ : Un diskoachadenn dibar zo bet graet e-kichen Stonehenge: tud Nevzaodvezh ar mein o doa graet poulloù bras divent da stummañ ur c'helc'h gouestlet d'o lidoù.
Keleier gant Erwan Blanchard