Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

Emission Naoned E Live - Pâssée donée le 05.11.2020

48 minutes

Teoran e live

Pâssée menée o : Melaine Looten

Teoran a dalv harzoù e gouezeleg Iwerzon. Da gentañ tout eo Teoran ur gejadenn, un istor mignoniezh, un istor familh zoken. Kejadenn tri soner a Vro-Glison : Mathieu Jutel paotr e c'hitar bout, Erik Kemp kaner ha soner gitar anezhañ ha Babasse azezet war e gefig koad da reiñ lusk d'an tonioù, gant e gajòn !
Ha pa vefe tonioù adtapet pe kompozet ganto, kanaouennoù Eric a gont e istor : e vuhez kent e Belfast hag ar stourm a-enep d'ar Saozon, ar c'hleñved, ar beajoù war vag a-hed ar stêrioù. Abaoe 4 bloaz bremañ e vez levezonet Bro-Naoned gant Teoran hag e sonioù a Vro-Iwerzhon. Eus o c'hav pleustriñ e Klison da ganol Naoned Brest bageet war-vourzh ur gobar e oant chomet a sav e Gwenvenez-Penfaou e 2019 da zigeriñ festival Cours et Jardin. En un davarn ha n'haller ket tremen e-biou. An Tempo.