Penaos merata ur babig ? Petra ober evit ma teufe ket plat penn ho pabig ? Ar respontoù d'ar goulennoù ha d'ur bern reoù all a sikouro tud ha kerent babigoù vihan !
Gant Nolwenn Ilias, kine evit ar vugale vihan.
Morgane Bramoullé Morgane emaoc'h o vont da welet war hentoù bro Gerne oc'h atersiñ ar re yaouank hag ar re gozh... Abadennoù An diskouarn o nijal a ginnigo deomp bep dibenn sizhun. Plac'h al lennegezh, e raio deomp dizoloiñ a bep seurt skrivagnerien ha skrivagnerezed eus ar bed a-bezh e barzh he c'hronikoù. Ken prim e labour ar plac'h vo chañsoù da glevet anezhi ivez e barzh an abadenn mintin Tarzh an Deiz gant Brieg hag asambles gant Lou evit Deomp dezhi abadenn ar vugale. Emañ o tont eus bro Leon, oc'h adstummañ anezhi mod Kerne emaomp met chut... arabat lâret dezhi!