Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Pâssée donée le 13.01.2021

2 minutes

Manifestet vo a-benn disul e tal an enez Berder

Enez BerderEnez Berder

O : Jean-Christophe Kordailhat

Pâssée menée o : Yuna Cojean

Ur ger bremañ diàr-benn enez Berder. An enezenn-mañ 'zo er Mor-Bihan, staget doc'h parrez An Arvor-Baden. Met dibaoe ouzhpenn seizh vloaz 'zo ur stourm àr ar Berder. Prevez eo an enezenn, ha gwerzet oa bet un nebeut bloavezhioù 'zo gant ar stroll Yves Rocher d'ar stroll sevel-tier Giboire. Gant ar c'hoant emañ bremañ Giboire sevel un ostaleri luks àr enez Berder, get ur poull-neuial.
E mesk tud ar vro zo lod a zifenn ar raktres, met lod all a zo savet enep. Strolladoù politikel 'zo a-enep raktres an ostaleri ivez. An ekologourion, EELV ar Morbihan da skouer, met ivez an UDB.
Jean-Christophe Cordaillat 'zo ezel eus an UDB er mor bihan, hag emañ er strollad a souten « Berder ensemble ». Kudennoù ekologel met ivez ekonomikel 'vefe get ar raktres, hervezhañ. Un tamm displegadennoù gantañ ouzh mikro Yuna Cojean.

Ur vanifestadeg, aozet get ar strollad « Berder ensemble » a vo dalc'het a-bennisul e-tal an enezenn, da 2e goude-merenn.