Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

Emission Barzhaz - Pâssée donée le 16.02.2021

9 minutes

Pellgent loc'h Laoual

O : Magali Baron

Pâssée menée o : Tomaz Laquaine

Marteze ho peus bet lennet romantoù Youenn Drezen. Marteze a-walc'h ec'h anavezit Intron Varia Garmez, Skol Louarn Veig Trebern, An dour en-dro d'an inizi peotramant c'hoazh Sizhun ar breur Arturo...
Met kazi sur n'ho peus ket bet digarez da lenn danevelloù diwar zorn skrivagner meur ar Vro-Vigoudenn.
Setu un dastumad evidoc'h neuze, a vo kavet enni danevelloù bet embannet pell zo ha strewet e-barzh meur a gelaouenn pe gazetenn : Le Courrier du Finistère, Sav, Gwalarn, Al Liamm.
« Pellgent loc'h Laoual », un strobad skridoù hag en o-mesk ivez danevelloù embannet evit ar wech kentañ... kinniget gant Al Liamm ha gant Magali Baron hudu, perzh e Kuzul ar Brezhoneg.