Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Pâssée donée le 02.03.2021

2 minutes

Tost hanter ar vorglereg a zo aet da zour bremañ...

O : Francis Gohin

Pâssée menée o : Erwan Blanchard

E 2020 'oa sañset bout dalc'het COP 26 'ba Glasgow 'ba Bro-Skos. Gaozen d'ar c'hovid 19 eo bet kaset da fin ar bloaz 2021. Lakaet 'vo ar gaoz war ar cheñchamantoù hin gant ar broioù 'neunt sinet ar gonvañsion savet gant an ONU war ar c'hemmoù hin. Ar pal gant ar C'hop 26, hervez an ONU hag an aozerien, eo kavout emglevioù 'vit lakaat e pleustr, da vat, ar muzulioù 'oa bet divizet 'ba Pariz. Ha goulenn groñs gant ar Stadoù 'noant sinet an destenn fin lakaat 'nezho e pleustr. evit saveteiñ 'pezh c'haller ober. Da skouer 'santer tommadur an hin 'ba hanter noz hor planedenn. Francis Gohin 'zo skiantour 'ban Ifremer, 'ba Brest, tro 'neus da studiañ ha veshaat ar morglereg arktek gant loargelloù. Abaoe 1979 eo komañset ar skiantourien da sellet pizh eus stad ar vorglereg. Tost un hanter anezhi 'zo aet da dour bremañ. Seul vihanoc'h ar vorglereg, seul denvaloc'h ha gwan ar skorn seul vuanoc'h ya diwar wel. Francis Gohin gant Erwan Blanchard.