Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Pâssée donée le 05.03.2021

2 minutes

Diwan a chom get an teir eurvezh dre live !

O : Marine Gwlagen

Pâssée menée o : Tunvezh Gwlagen

Keloù mat oa bet resevet get Diwan ! Deuet eo ar rektordi àr gil àr e ziviz da zigreskiñ an niver a euriadoù kelenn ar brezhoneg er skolajoù ha liseoù Diwan. Div suhuniad 'zo e embanne Akademiezh Roazhon e oa get ar soñj roiñ teir euriad brezhoneg ar sizhun dre live klas. Ha n'eo ket mui dre glasad.
Evit skolajoù 'zo e talveze bout un euriad brezhoneg bep suhun. Goude un emgav etre dileuridi Diwan hag ar rektordi, Dilun, zo bet kavet un emglev hag a gas Diwan da chom get an teir eurvezh dre live. Evit tud ar rouedad skolioù kelenn brezhoneg dre soubidigezh eo un disamm braz, evel ma lâr Marine Gwlagen, kelennerez brezhoneg e skolaj Diwan Kemper. An efedoù àr he labour a vehe bet spontus. Emañ hi doc'h mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean.