Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Pâssée donée le 10.11.2021

2 minutes

Mont a ra lez-galv an Naoned enep ma vo brasaet kraou-moc'h an « Avel-vor »

O : Brieuc Roc'h

Pâssée menée o : Erwan Blanchard

Savet eo lez-varn melestradurel galv an Naoned a-du gant ar c'hevredigezhioù 'zo o stourm a-enep 'vefe roet an aotre da vrasaat ar c'hraou moc'h e Landunvez. Roet 'oa an aotre da sevel 12 000 porc'hell war un dro. da laret 26 000 penn loen dindan ur bloavezh er memes lec'h, war vord ar mor. Un aotre 'oa bet nullet ur wech gant al lez-varn dija. An dro mañ eo lakaet war wel gant barnerien al lez-varn n'eo ket klok ar studiadenn evit a sell eus efedoù seurt stalioù war an en dro. Setu ar pezh a zispleg Brieuc Roc'h deomp, Brieuc Roc'h lezennour anezhañ gant ar gevredigezh "Dour ha sterioù Breizh".

Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard. " Dour ha sterioù Breizh " 'zo unan eus ar c'hevredigerhioù 'neunt dougenet klemm asambles gant " Avenir et environnement en Pays d'Iroise " (AEPI) ha " Association pour la protection et la promotion de la Côte des Légendes" (APPCL).
Brasaet eo ar c'hraoù moc'h "Avel vor" dija. Mont a ra ar stal en dro gant un aotre da c'hortoz 'baoe tri bloaz. Bremañ e c'hall perc'henn ar stal goulenn un aotre all, ur wech adarre.