Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Pâssée donée le 15.11.2021

2 minutes

Peseurt kêr neus ar muiañ a davarnioù e keñver an anezidi e Breizh ?

O : Alain Ar Sann, Mathelin

Pâssée menée o : Yuna Cojean

An Oriant an hani eo ! Ya, ker ar Mor-bihan zo ar c'hetañ a-barzh ur renkadur groaet get an Insee. Renket noe an Isee ar c'herioù e lec'h ez eus ur bochad tavarnioù e keñver an anezidi. Aet eo ar maout get an Oriant neuze ! Met perak an Oriant ? Ar porzhioù a vehe unan ag ar respontoù.
Dastumet omp selloù tud an Oriant diàr-benn an enklask-se.
Goude an Oriant àr ar renkadur-sen ema Lannuon ha Sant-Briec. Mod all eo Roazhon ha Brest ar c'herioù get ur bochad tavarnioù, muioc'h eget kerioù all.
Selaomp doc'h Alain ar Sann, istorour-bet. Souezhet e oa get disoc'h studiañ an Insee. Soñj neus ag ar vuhez en tavarnioù e porzhioù an Oriant.