Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

Emission Atersadennoù - Pâssée donée le 07.12.2021

6 minutes

Hervé, eus Landudal, ha Lucie, eus Athènes

Hervé ha Lucie (foto : Ouest-France)Hervé ha Lucie (foto : Ouest-France)

Pâssée menée o : Benjamin Bouard

Er bloavezhioù 50 ha 60 'oa ar Post o klask tud, merc'hed peurvuiañ, da skrivañ lizhiri d'ar baotred yaouank a oa bet kaset d'an Aljeri d'ober o c'hoñje-soudard, evit dezho dalc'hen ar moral pell eus o bro.
Hervé Rolland, paotr Landudal, a oa bet kaset d'ar C'habili er bloavezh 1959, hag eno neuze oa-eñ komañset da resev lizhiri gant Lucie Papadopoulos, ur plac'h yaouank deus Athènes er Gres. Hag abaoe n'o deus ket morse harpet da gas lizhiri an eil d'egile. Met n'eo nemet e 2007 'oant en em welet evit ar wech kentañ. Abaoe eo bet Hervé o veajiñ er Gres meur a wech, asambles gant Lucie ha Yannis, un niz da Lucie, hag ar re-mañ a zo bet e Breizh meur a wech ivez.
Benjamin Bouard zo bet o welet Hervé neuze, e Landudal, e-kichenn Brieg.