Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Pâssée donée le 24.12.2021

2 minutes

Reportajoù en inizi Kanarias : SKIANTOURIEN 'KICHEN AR MENEZ-TAN

Pâssée menée o : Ar Pol Keleier

Dec'h 'zo bet rak-wellet 'penaos 'vez bevet ga'n dud war enezenn la Palma, lec'h m'emañ menez-
tan Cumbre Vieja o tislonkañ diaboe daou vizvezh. Hiziv 'maomp o vont da sellout pishoc'h ouzh al loened hag ar plantennoù.
Skipailhadoù skiantourien ha skiantourezed 'za bemdez war an dachenn, tost-tre eus al lava, 'vit dastumm roadennoù ha studiañ penaos eo ar jeu ga'r vuhez-gouez. Biskoazh kement-all er bed-a-bezh n'eo ket bet graet ur studiadenn 'vel-se, war-eeun, koulz dislonkadenn ur menez-tan. Un atersadenn gant Juliette Cabaço Roger ha Gwenvael Delanoe.
Eus 'pezh a ouiomp betegen, ne vo ket lakaet en arvar spesad gwarezet ebet war an enezenn 'blam d'ar menez-tan. Skiantourien ha skiantourezed 'zo war an dachenn a chom war evezh memes tra, peogwir 'zo un niver braz a spesadoù brosezad er vro da wareziñ.