Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

Emission Amañ ha pelloc'h - Pâssée donée le 09.03.2022

22 minutes

Gislaine Trividic, seramist er Gros-Chêne, Pondi

Ar liseidi o sevel ar fornAr liseidi o sevel ar forn

Gislaine TrividicGislaine Trividic

O : Gislaine Trividic

Pâssée menée o : Jeanne Chevrel

Ur c'hlasad tud yaouank ag ar lise Gros-Chêne a Bondi en deus savet un totem bras, tri metrad a uheldet, da lakaat e porzh ar lise.
Ewit kas ar soñj-se da benn a zo bet un dornad tud o labourat asambl.
Da gomañs, Camille Martel ag en asosiasion L'Art Dans Les Chapelles 'deus kenniget d'ar seramist Gislaine Trividic labourat get an dud ag ar lise.
Pep paotr ha plac'h 'neus savet un tamm ag an totem get pri, livet o deus o zamm pri ha lakaet o deus toud an traoù da boazhañ a-barzh ur forn o deus krouet-int get sikour Christophe Courtin, o c'helenner, hag ar seramist Philipe Boivin.
Gislaine Trividic zo genoump hiri, ewit kojal ag ar vicher seramist hag ivez ag ar labour kaset get an dud yaouank.

An totem savet get liseidi Gros-Chêne a c'hellit mont da welet e porzh ar lise adal ar 1ãn a viz Ebrel,
ha labour Gislaine Trividic 'c'hellit gwelet àr internet peotamant e mediaoueg Pondi d'an 17 a viz meurzh.