Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Pâssée donée le 02.05.2022

2 minutes

Ur brezegenn dreist-ordinal e Bro Gembre

O : Juliette Cabaço-Roger

Pâssée menée o : Yuna Cojean

Labourat ha krouiñ danvezioù e kembraeg hag e brezhoneg. Setu, dre vras, tem ur brezegenn ispisial 'oa bet dalc'het an dibenn sizhun-mañ e Bro Gembre ! Gouel « CHWOANT » zo e anv. Un eskemm sevennadurel ha yezhoniel etre Breizh ha Bro Gembre. Bodet 'eo bet tud yaouank, kembraegerion ha brezhonegerion.
Un devezh a-bezh 'oa bet disadorn gant eskemmoù ha tabutoù a bep seurt.
Unan 'oa bet diwar-benn ar mediaoù nevez e brezhoneg hag e kembraeg, ha war an doareoù nevez da gehentiñ e yezhoù minorel.
Evit eskemm get kembraegerion e oa pedet tud a Vreizh. En o touez emañ Juliette Cabaço-Roger. He zo pedet e-keñver ar pezh he deus groet evit Brezhoweb : « Tuto Breizh », hag evit ar media divyezheg« Splann ! » ivez.