Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS DE RADIO BRO GWENED

vous perpoze l'emission

Amañ ha pelloc'h

hanv newez en abadenn veze gwret "Vaimp ket pilet eit komz" dohti

Da bep sadorn, da eur en apero, da lâret eo etre 11e ha kreisteiz, dait genomb àr hentoù ar Morbihan, d'emgavet get tud ar vro evit ur pennad-kaoz pe ur weladenn. Dizoloet vez tud neuze: arzourion/-ezed, peizanted/-ezed, ha razh an dud 'deus traoù dedennus da lâret... e brezhoneg, ha dizoloet 'vez lec'hioù ivez: mirdioù, kumunioù, hag en holl lec'hioù a faota da vrezhonegerion/-ezed 'zo hon lakaat da zizoloiñ.
Ur magazin adskignet ur misiad àr-lerh, bep sul da 11e.

60 minutes

Daraine emission 15.09.2021

Musée BretagneMusée Bretagne

Mirdi Breizh - Face Au Mur

O : Paskal Nignol

#MeToo, #BlackLivesMatters ». Ar rouedadoù sokial zo ur moian da lakaat àr wel an traoù a faot d'un den difenn peotamant an traoù a ya fall en hor bed. A-raok internet e lâre an dud o soñj àr ar mangoerioù, àr ar skritelloù. « Face Au Mur » eo anv an diskouhadeg e c'hellit gwelet e Mirdi Breizh. Peseurt langaj 'veze implijet àr ar skritelloù, peseurt arouzioù ?
Yuna Cojan deus gwelet an diskouehadeg ewidomp, heñchet get Paskal Nignol !
« Face Au Mur » a c'hellit gwelet betag an 3/10/2021.